Lazhadeg Oradour-sur-Glane

Oradour-sur-Glane, dalc'het evel ma oa da zevezh al lazhadeg

Lazhadeg Oradour-sur-Glane (galleg : Massacre d’Oradour-sur-Glane) a vez graet eus distruj kêriadenn Oradour-sur-Glane, en Haute-Vienne, d'an 10 a viz Even 1944 hag eus lazhadeg ar boblañs a-bezh (643 den lazhet[1]) gant soudarded ar 1añ batailhon eus ar 4e rejimant Panzergrenadier Der Führer eus ar Panzerdivision Das Reich eus ar Waffen-SS.
Al lazhadeg-se eo an hini washañ a oa bet sevenet gant al luioù alaman e Bro-C'hall, dammheñvel ouzh reoù Marzabotto en Italia, pe Distomo e Gres d'an 10 a viz Even 1944 ivez.
Evit an istorourien ez eo al lazhadegoù-se skouerius eus doareoù skrijus ar Gruppen führer Heinz Lammerding, en devoa lakaet e pleustr war Talbenn ar Reter.

Chomet eo an darvoud-se don e memor an dud ; tabutoù bras a oa bet ivez gant an heuliadoù lezvarnel, pa voe distaolet torfedourien Elzasat an unvez en abeg ma oa « Malgré-nous » anezho.
Abaoe 1999 ez eo dalc'het bev eñvorennoù an darvoud gant Kreizenn vemor Oradour-sur-Glane, lec'hiet nepell diouzh ar gêriadenn distrujet ha dalc'het e memes stumm abaoe 1944.

  1. GINESTET Alain ha VINCLAIR Thomas, Une 643ème victime, oubliée du massacre d'Oradour-sur-Glane, désormais officiellement répertoriée, France Bleu Limousin, 2/10/2020.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search